Salons Biolojik oa e Karaez
E fin ar sizhun e oa dalc'het ar saloñs "Biolojik" e Karaez. Evit an navet gwezh e roe digarez d'an dud da zizoloiñ boued bio diwar-dro, gwin a-bep seurt, dilhad ha doareoù ekologel da sevel tiez. Yann-Ber An Neeun, labourer-douar dre e vicher, a gemer perzh en aozañ, e karg deus an darempredoù etre an dud, un tamm bilañs gantañ. gant Tugdual Karluer.