Gouel Dañs Treger : enor da Yves Person.
Evit an deizioù 'vez roet enor da Yves Person, en Plistin, da-geñver gouel an dañs Treger. Hemañ 'oa kelenner er Sorbonne e Pariz, afrikanour, da lâret eo e studie poblañsoù Afrika, met tra heverk en e goulz, e studie anê dreze o-unan, ha n'eo ket dre sell broioù Europa. Da-heul studi ha difenn gwirioù pobloù Afrika, 'oa deut d'ober kemend-all da Vreizh 'ta, ha difenn ar brezhoneg, da gentañ penn gant Ar Falz, ma oa bet e penn 'pad blaovezhioù. Yann-Ber Pirioù en deus anavezet anezhañ, digwener e kemere perzh en un gaozeadeg diwar e benn e Plistin. Lâret 'ra deomp petra 'n eus degaset da studioù pobloù Afrika, deus mikro Tugdual Karluer.