Salon "oh la vache" oa 'ba Pondi a-hed an dibenn-sihun
Ur seurt salon al labour-douar eo savet gant an SDA, kevredigezh departamant al labour-douar. An digarez eo evit an dud, bras ha munut da zijolein loened 'vel ar saout, kezeg, azened, denved, yer ha kement 'zo. Produerien boued ar vro oa deuet da werzhañ o marc'hadourezh en ur marc'had iwez. Hag a-bep seurt konkourioù oa: ur chonour 'vit ar brizh-du, blonde d'aquitaine pe prim'holstein doc'h ma sell ar saout. Hag ur c'honkour ebeulien ha kezeg Breizh iwez. Selaouamp Georges Guilloux ha René Guilloux oa bet varniñ.Jean oa daet get e loened.