Lidet eo bet 20 vloaz al lise Diwan 'ba Karaez
Pedet e oa an holl dud o deus ul liamm gant al lise, lise Diwan nemetañ 'ba Breizh : kelennerien, liseidi, tud tremenet dre ar lise, tud o doa stourmet evit ma teufe ar raktres da vont betek penn. An digarez oa evito d'en em gavout en-dro, da zerc'hel soñj eus an ugent vloaz tremenet ha da soñjal en dazont, ha pa greska ingal an niver a liseidi. Ouzhpenn 330 a grennarded a zo e lise Diwan ar bloaz-mañ. Gouiamp pelloc'h diàr-benn spered ar lise, get Loeiz Donal, ar rener a-c'houde 2006, get Morgan, liseadez perzh an aozadur ha get Kristen Malengreau oa e-mesk ar liseidi ketan ha kelennerez biologiezh breman. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.