20 vloaz lise Diwan e Karaez 'vo warc'hoazh!
'Benn arc'hoazh 'vo lidet 20 vloaz al lise Diwan e Karaez. War al leurenn ne vo kavet nemet strolladoù sonerien bet e Diwan. Ha gant al liseidi eo aozet an devezh. Triwec'h krennard 'oa el lise er bloavezh kentañ, er Releg, 'kichen Brest. En tu all da 330 zo bremañ e Kêrampuilh e Karaez, 'tal kichen an dachenn ma vez dalc'het an erer kozh.
Loeiz Donal eo rener al lise, pelloc'h gantañ, war istor al lise. Gant Marie Laure Groix en RKB.