Sea tech week 'ba Brest: an teknologiezhoù mor da zont
9vet emgav etrebroadell war ar skiantoù ha teknologiezhoù ar mor 'oa dalc'het a-hed ar sizhun 'ba Brest: Sea Tech Week. Embregerezhioù, skiantourien arbenniget war an océanografiezh 'oa bodet 'vit lakaat ar gaoz war ar morioù don, an energiezhoù mor hag ar bioteknologiezhoù. E-touez an arbennigourien 'kaver emlbregrezhioù eus ar vro ha staliet 'ba Brest 'vel an IUEM (Institut Universitaire Européen de la mer). Anna-Vari Treger 'zo renerez an IUEM.