15 700 a vugale skoliataet en hentennoù brezhoneg.
Graet eo bet bilañs an distro-skol get Ofis Publik ar Brezhoneg. Berped e kreska an niver a vugale a ya d'ar skol e brezhoneg pe vehe get Diwan, Diw Yezh pe Dihun. Er c'hetañ derez atav ker n'eo ket berped aes kendalc'h er skolaj hag er lise. Muioc'h a gelennerion hag a skolaerion a zo stummet iwez evit gober skol e brezhoneg. 300 a dud deus lakaet o anv evit tremen ar c'henstrivadeg da vonet àr ar vecher skolaer diwyezheg ar blez-mañ. Guillaume Morin eo karget a ziorenn e Ofis ar Brezhoneg, pelloc'h getoñ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.