CAP Bugaleaj e brezhoneg: e Montroulez hag e Douarnenez ivez!
Tremen ar CAP Bugaleaj e brezhoneg.
E penn kentañ ar bloaz e oa bet digoret ar stummadur nevez-mañ 'ba lise ManeMeur e Gwened. Kensavet eo gant an Arep, Stumdi hag an Deskadurezh Kristen evit ma vefe muioc'h a vrezhonegerien stummet e bed micherel ar bugaleaj. Massen e vo kinniget ar stummadur-se e Montroulez hag e Douarnenez 'benn ar bloaz mañ. Selaouamp Yann Verney a labour evit an Deskadurezh kristen e Morbihan. Pelloc'h e lar deomp ouzh mikro Yaelle ar Mouel.