Nebeutoc'h a lostajoù e Penn ar Bed, dre ar SYMEED
Roet oa lañs ar mintin-mañ, e ti Departamant Penn ar Bed, d'ul lec'hienn internet troet penn da benn war al lostajoù. Ar pal : lakaat niver ha pouezh al loustoni da zigresk eus 7% e 5 ploaz e Penn ar Bed. Ur sindikat departamant 'zo karget da lakaat ar c'humunioù da genlabourat war an dachen-se ha dreist holl da eskemm war skiant prenet pep kumuniezh kumunioù war an disoc'hoù a zegas dezhe ar politikerezh dibabet gante. Anv ar sindikat departamant-se 'zo ar Symeed.
Guy Colin, maer Brelez hag eil prezidant "Bro an Ilc'hoazh" e karg eus an en-dro, 'neus displeget da Anne Gouerou petra oa ar Symeed
Al lec'hienn internet 'vo publik adaleg ar 15 12 2011