en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kounnar al legumajerien: distruj 'zo 'ba Montroulez!

Kounnar al legumajerien: distruj 'zo 'ba Montroulez!

'Ba ur stad fall emañ savadur an tailhoù 'ba Montroulez. Ul lodenn anezhi 'zo ken breskaet emañ en dañjer da gouezhañ tri devezh goude 'oa lakaet tan e-barzh gant legumajerien ar Vro. Digwener noz 'oa en em gavet war dro daou c'hant peizant gant o zrakteur da skuilhañ kaol-fleur dirak an MSA (Mutualite Sociale Agricole) hag an tailhoù: ha distrujet e-giz se. Ouzhpenn 'neunt distrujet panelloù war ar c'hroazhioù-hent war dro Montroulez ha 'ba kêr Vontroulez. Komprenet 'peus emañ en fulor 'mañ ar beizanted peogwir e kav dezho eo re uhel ar c'hargoù 'neunt da baeañ. Ouzhpenn eo bet izel tre priz al legumaj ar bloaz mañ: lakaet 'zo kalzig a beizanted start. Jean-Luc Bleuven Depute 'ba Penn-ar-Bed ha peizant, eñ e-unañ, n'eo ket evit anduriñ ar mod mañ d'ober. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio