en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

Ur sapre barrad-avel 'zo bet an noz tremenet ha n'eo ket echu ! Dre vras e vez gortozet dro-tro 130 pe140 kilometr-eur war an aodoù ha 100 km/eur en douaroù evit diriaou ha digwener 'ta. @@@Manifestadegoù a-enep an strizhentez@@@ Hiziv oa galvet an dud d'en em vodañ evit mont a-enep amzer ar strizhentez embannet gant ar gouarnamant. Met n'eo ket bet gwelet kalz a dud er straedoù ar mitin-mañ. Yaëlle ar Mouel oa e Pondi. Selaouit @@@Prosez engalv Jonathan Guillaume@@@ Da ziv eur goude merenn 'oa prosez engalv Jonathan Guillaume hag Alan Haye, e Roazon. Stourmerien evit ad-unvaniñ Breizh e-kreiz ar stroll 44=bzh emaint. Hiziv 'oa ar prosez engalv 'ta. Jonathan Guillaume a lâr deomp penaos eo tremenet, dre bellgomz gant Tudual Karluer. @@@Nann d'an usin evit produiñ tredan e Brieg@@@ Ar stad hag ar rannvro Breizh o deus sinet, bloaz 'zo, un emglev anvet « Le pacte électrique breton ». Raktreset eo gant an emglev-se sevel un usin evit produiñ tredan gant gaz evit gwareziñ hon bro deus ur gwall-troc'h tredan. Met an enebiezh d'ar greizenn-se 'zo bras er vro. Naïg ar Gars, kuzulierez rannvro, 'zo sekretourez ar gevredigezh a-enep ar greizenn 'ba Brieg... Selaouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio