en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur gwir politikerezh yezh e departamant ar Morbihan

Ur gwir politikerezh yezh e departamant ar Morbihan

Ur gwir politikerezh yezh e departamant ar Morbihan. Setu ar pezh o deus goulennet izili ar c'holektif Ai'ta dimeurzh da noz. Manifestet o deus dirak dorioù ar c'huzul-meur e Gwened. Deuet int da reiñ en-dro ar panelloù unyezheg divontet war hentoù belo ar vro. Pelloc'h evit an arouez e fell d'ar stourmerien ma vo bev ar yezh ha ma vo ur gwir youl gant an dilennidi. Renan, ezel Ai'ta a zispleg deomp pelloc'h ouzh mikro Yaelle ar Mouel. Ha hiziv en deus embannet François Goulard, prezidant ar c'huzul-meur e vez graet traoù evit ar brezhoneg, dre skouer sikour gant ar skolaj Diwan e Gwened.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio