Kreizenn gaz Landivizio : un emvod fenoz gant an dilennidi
Dibaoe dilun eo lañset an enklaskoù foran 'vit studiañ ar raktres sevel ar greizenn d'ober tredan gant gaz e Landivizio. Fenoz 'vo dalc'het, e Landi, un emvod gant an dilennidi a zo a-enep 'vije savet an uzin. 'Ban emvod 'vo, ivez, ar gevredigezh "Landi 'lar nann d'ar greizenn »& Izili eus Gaspare, a zo a-enep-krenn d'ar raktres a gemero perzh en tabut ivez. Moarvat 'vo lakaet ar gaoz war al lizher 'oa kaset gant ar prefed rannvro da RTE e miz Ebrel tremenet 'vit ma 'vije daleet ar studiadenn. Embannet 'oa al lizher gant ar gazetenn Mediapart. Displegadennoù gant Fulup Plouzane, mouezh aotreet GASPARE. Ur pennad gant Erwan Blanchard.