"Le costume glazik", ul levr diwar-benn an dilhad 'ba Bro-Gerne
Alies 'vez anv deus gwiskamantoù Breizh el levrioù, kement ha brudañ skeudenn ar vro, met rouez a-walc'h eo al levrioù a zispleg don munudoù an dilhad e pep korn deus ar vro. « Le costume glazik » a zo ul levr arzel hag istorel nevez embannet e ti Coop Breizh. Goude bezañ diellfennet gizoù ar vro Vigoudenn n eus fellet dan embanner diskrivañ dre ar munud penaos 'oa gwisket an dud e Bro Gerne en 19vet hag en 20vet kantved. Ouzhpenn dan displegadennoù resis e kaver skeudennoù dibar evit displegañ munudoù an dilhad glazig.
Met petra 'zo arouezhus just a-walch deus an dilhad-mañ ? Displegadennoù gant Erwan Chartier, an embanner, ouzh mikro Katell Uguen.