Bro-Skoz: warc'hoazh 'vo votet 'vit ur vro dizalc'h!
Ar referendum 'vit goul gant ar Skosiz ma fell dezho lakaat o bro bout dieub 'vo dalc'het warc'hoazh. Ur referendum 'oa aotret gant David Cameron, ministr kentañ Rouantelezh-Unaned e 2011 'pa 'oa en em gavet Scottish National Party 'ban penn ar parlamant e Edinburg. Galvet eo an skosiz 'zo adalek 16 vloaz 'vit mont da reiñ o soñj. War ar seblant eo strizh an diforc'h etre ar re 'voto "yes" hag ar re 'voto "no". Yann Jestin, eus Lesneven, ne voto ket 'vit ar referendum peogwir n'eo ket skosad. Met heuliañ 'ra aferioù politikel e Bro-Skos a-dost. Ezel eus an SNP eo ha neuze 'neus kemret perzh 'ban tabut 'ha votet evit ma 'vije savet ar referendum mañ ha votet "Ya". 'Ba Inverness eo aet ar sizhun mañ 'vit bevañ an darvoud. Displegañ 'ra deomp pezh 'neus lakaet ul lodenn eus ar Skosiz da gaout c'hoant mont porzh Rouantelezh Unaned.