12 vlez 'zo e oa peñse ar lestr-karg Erika e doñvor kreisteiz Breizh.
Ha getoñ miliadoù a litradoù fioul é kousiiñ ar mor, an aodoù hag an evned. Fonnapl a-walc'h doa diwhennerion an en-dro n'um dolpet evit netaat an aod pe evit gober àr-dro d'ar laboused taget. Peder c'hreizenn oa bet lakaet en implij èl e bae Gwaien ha Teiz da gostez Gwened. Pierre ar Floc'h a ra àr-dro da warezva Gwaien get ar gevredigezh Breizh Vev. Kontiñ a ra deomp penaos doa poaniet evit gwarantiñ an evned, doh mikro Yaëlle ar Mouël.