Ur redadeg 'zo aozet 'ba tour-tan Penmarc'h
Er bloaz-mañ avat n'eus bet den trec'h war rekord krapat an 307 pazenn a ra tour-tan Sant-Pêr pe tour-tan Eckmuhl e Pennmarc'h. Maxime Signorino, 18 vloaz anezhañ a zo deuet a-benn da bignat dindan 48 eilenn met ur segondennig n'eus manket dezhañ 'vit trec'hiñ ar rekord. Kazi 200 den 'n eus kemeret perzh er redadeg disadorn dremenet. Niverusoc'h-niverusañ 'vez ar rederien prest da grapat betek penn an tour-tan. Kement-mañ 'zo displeget deomp gant Corentin Peoc'h, e-penn ar c'hours dibaoe he c'hrouidigezh. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.