Berzh a ra ar marc'had e Kerzeot en Erge Vraz.
Dibaoe un toullad bloavezhioù e vez niverus an dud o tont bep Merc'her 'pad an hañv da varc'had Kerzeot en Erge Vras. Dirak ar chapel e vez kavet artizaned a-bep-korn ar vro o werzhañ o froduioù. Chug skao, bara bio hag ivez pizzaoù a gaver eno ur wech ar sizhun hag abadennoù 'vez kaset da-benn ivez pe 'vefe emgavioù gant skrivagnerien Breizh pe baleadennoù 'vit dizoloiñ ar plant.
Bernez Rouz a zo a orin deus an Erge Vras ha feal da Gerzeot. Katell Uguen 'n eus kejet gantañ dec'h er marc'had.