Tro diwezhañ Kib Frañs DN1 velo 'vo 'bar Ponthou!
Tro diwezhañ Kib Bro-C'hall marc'h-houarn DN1 'vo dalc'het 'bar Ponthou, kichen Montroulez 'benn disul kentañ. An 20 skipailh gwellañ gant amatourien 'zo 'ba Bro-C'hall a yaio gant hentoù ar bourk bihan 'ba Bro-Dreger. Eizh redadeg 'zo en holl, hag hini kentañ er fin ya ar C'hib gantañ. Un darvoud bras 'vit ar Ponthoù 'vez aozet eno Troiad ar Viaduc bep bloaz abaoe 1975. Selaouomp Jean-Paul Minec, pdt Komite ar gouelioù 'bar Ponthou, ar gevredigezh 'zo aozet ganti ar c'hours.