"Sea, sun and surf": surfiñ 'bar Pouldu!
'Vel warlene 'vez aozet ur staj surfiñ e brezhoneg er Pouldu e Kloar Karnoed. Niverus eo ar re yaouank etre 9 hag 11 vloaz oc'h heuliañ ar sizhunvezh "Sea, Surf and Sun" ha plijadur 'zo !
Dec'h e oa kreñv-mat ar gwagennoù e traoñ Penn ar Bed. Katell Uguen 'deus bet c'hoant gouzout hiroc'h war ar sport-se, aterset he deus ar re yaouank goude o brantad surfiñ.