Abbati ar Verrepoz àr-wel gant ar "Son ha gouleier"
Lakaat Abbati Itron Varia ar Verrepoz pe Bon Repos da vout bev.
A-c'houde tost tregont vlez bremañ e vez savet un arvest Son ha Gouleier tro dro d''ar savadur-mañ lec'hiet e parrez Sant Jelven àr ribl ar ganol a Naned da Vrest hag àr-vord koad Kenekan. Kontiñ a ra istoer an abbati-mañ, penaos oa bet savet, get piv ha perak oa bet dilezet en 18vet kantvet. Ouzphenn tri c'hant a dud a volontez-vat a c'hoaria en arvest. Selaouamp div blac'h yaouank a zo aktourezed neuze, Koulma, Aline hag o mamm Gaelle. mes da getañ vo klevet Joseph Jestin, aktour iwez ha trezolour ar gevredigezh Racines d'Argoat, a sav an arvest. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.