Achu eo Gouelioù Meur Kerne 2014.
Goude ur sizhunvezh birvilh dindan an heol eo bet klozet Gouelioù Meur Kerne 2014 e Kemper dec'h. Evel bep bloaz dibaoe tost d'ur c'hantved eo echuet ar festival gant dilennadeg rouanez Kerne. Er bloaz-mañ eta eo ur plac'h yaouank eus Beuzeg ar C'hab 'ni 'zo bet dilennet, Solenn Alain hec'h anv.
Ur gouel a-bouez eo hini Kemper evit arzourien ar vro, un dachenn digor a-benn lakaat dizoloiñ kanerien ha sonerien Breizh da 200 000 a dud.
Selaouomp soñjoù Denez Prigent, Annie Ebrel ha Gwennyn, bet o arvestiñ e Gouelioù Meur Kerne ar bloaz-mañ. Ur pennad fardet gant Katell Uguen.