The Homesman
THE HOMESMAN
Ur film sevenet gant : Tommy Lee Jones (2014).
Gant : Tommy Lee Jones, Hilary Swank, David Dencik.
E degouezhioù zo, hiziw hag a werso, e c'hell hag e c'helle tud zo doned da voud foll, rag m'ema (pe rag ma oa) re galed ar vuhez en-dro dezhe. Evid an dud-se, klañv o speredoù, eh eus hiziw ospitalioù bredvedegel, da lâred eo ospitalioù psikiatreg. Mez gwezhall e veze kavet un diskloum arall d'ar re o doa kollet o skiant vad, d'ar re a oa daet da voud foll. Setu aze sujed ar film amerikan-mañ. E-kreiz an XIXved kantvlead, e kompezennoù, e plaenennoù frank-spontuz an Amerik, e laboure peizanted e tachadoù distro-kàer, da lâred eo pell-pell ar voazined tostañ a-zoc'hte. Hag ar voazined-se, an amezeion-se ne vezent ket stank anezhe ha ne vezent ket gweled a-liez. Ar person marse, da beb an amzer, a zae da saludiñ an dud, da weled ma ne oant ket kollet evid ar relijion. Ar peurrest ag an amzer e chome ar beizanted-se war o zamm douar, maouez ha gwaz ha bugale gante meur a wezh. Ha tro ar bloaz e veze herset o c'horfoù a-dreist d'an irvi hag a-dreist d'an antoù. Marse e veze gwelet tud, un tammig evel amañ e Breizh, da zeiz ur pardon bennag, da zeiz ur foar bennag, mez ne bade ket ar momantoù-se ha buan e veze distro an dud d'o zropelloù chatal ha d'o zachennoù izel an douar enne.
Gant ar maouezi muioc'h eged gant ar wazed marse c'hoazh, e c'helle d'unan bennag doned da voud foll. Neuze, pesort tu a veze da aesaad dezhañ pe dezhi, pa veze ken pell ar bourc'h tostañ ? Buan e tae ar re klañv o speredoù da voud ur samm evid ar rest ag o familhoù. Neuze, p'o doa ar merc'hed-se kuitaet ti o bugaleaj evid dimeziñ gant o gwazed, p'o doa pellaet kement a-zoc'h o broigoù evid heuliañ o boulomed beteg m'oar-me pesort toull kollet, beteg pesort Lostebroud e fin-foñs an Nebraska, neuze ne chome d'o friedoù nemed un dra d'ober : o c'has en-dro d'o familhoù, o c'has en-dro d'ur lec'h ma vehe kavet tud evid ober war o zro.
Evid o c'has ken pell, dre ur veaj hag a badehe deizioù ha deizioù, e veze tennet ur gwaz bennag d'ar sord. Mez amañ n'eo ket ur gwaz eo hag a yay, mez ur vaouez he doa divizet kemer lec'h ur gwaz arall a vanke en tolpad. Ha warni e kouezh ar sord, warni, plac'h yaouank-kozh. Boutet e oa bet an teir maouez foll en ur sort bouest-koad bet lakaet war ur c'harr stlejet gant daou jao. War an hent e kav ar vaouez un den hanter-droll, ur c'hozh soudard e retred, un den heb feiz na reizh. Hennezh a oa é c'hortoz boud krouget en ur mod kriz a-walc'h : gant kensorted didruez e oa bet lakaet war gein e jao, staget e c'hoûg douzh ur gordenn e-pign douzh ur wezenn. Trawalc'h d'ar jao fichal un tammig evid ma vehe bet chomet ar c'haezh den krouget da vad. Taol chañs dic'hortoz evitañ enta donedigezh an akipaj-se. Ha doned a ra an istrogell-se gante : kavet he deus ar plac'h yaouank-kozh ur c'hensort evid he hambrougañ e dañjerioù ar veaj. Ne gontin ket muioc'h deoc'h.
Diskouezet e vez dremmoù ar follentez : ar gaezh a vaouezi-se e oa chomet pell war o lerc'h o buhez normal. Bremañ e oant daet da voud boudoù na ouient ket ober disterrañ jestoù ar pemdez. Ha nawazh ne oant ket inosanted oll, ne oant ket oaned oll : fallentez a zae da beb an amzer da rogiñ o c'halonoù hag o fasoù. Mez ar pezh a sourpren an arvesterion eo ive stourm ar plac'h yaouank-kozh evid na chomel he-hunan er vuhez, he stourm evid kavoud ur gwaz, kousto pe gousto. Un drama zo aze, hag a ya pelloc'h eged ar pezh a c'hellomp krediñ, pa welomp an traoù ag hor lec'h er bed a-hiziw. D'an amzer-se hag er broioù-se ne veze ket kavoud ur gwaz un afer a garantez hebkén. Marse mem e veze ar garantez un dra hag a zae goude an dra arall : dimeziñ, neuze, evid ur vaouez d'an nebeutañ, a veze evel ur menier asurañs eneb da droioù kamm ar vuhez. Ha soñjal ne vehe ho puhez a-bezh nemed ur stourm rekiz deoc'h kas ho-hunan penn, heb gwaz ebed d'ho harpiñ, heb skoaz solud ebed da ziskuizhañ ho penn warni pa vehe dober, ya, an dra-se a c'helle boud diaez.
Ur bern filmoù zo bet savet diwar-benn an Amerik dija. Ur bern a vo savet c'hoazh kredabl. Trawalc'h a istoerioù a-sort gant hennañ a vehe da gontiñ. Ag an amzer kriz-se e ta an Amerik a-vremañ. Interesuz eo digoriñ ur fenestr, da beb an amzer, war ar bed kozh-se. Peb unan ahanimp zo produ istor e vro. Ha n'eo ket ag an darvoudoù istorel a gomzan, mez kentoc'h a fedoù evel an heni a zo kontet amañ, traoù hag a laoske o merkoù war an dud donnoc'h c'hoazh marse eged an darvoudoù dalc'het gant an istor ofisiel ha skrivet er levroù-skol.
Jean-Claude Le Ruyet.20140718b.83C.