Keleier 5 eur 30
@@@Chenjamant vo àr hentoù houarn ar vro@@@
E Frañs a-bezh e vez labourioù er mare-mañ / ar pezh a zigas chenchamantoù war eurioù an trenioù TER e Breizh ivez.
Hiroc'h 'vo ar mont-dont dre an tren etre Brest ha Roazhon. Ha muioc'h a drenioù hag a arsavoù vo lakaet en implij wàr al linenn Kemper-Redon. Gérard Lahelleg, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù, neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.
Selaouit ar pennad-koaz
@@@bodañ kumuniezhioù kumunioù en bro Dreger@@@
Abaoe un toullad mizioù 'vez kistion deus ar bodañ kumuniezhioù kumunioù. En bro Dreger da skouer 'noa goûlennet prefed Aodoù An Arvor e miz Genver / e vefe bodet teir c'humuniezh kumunioù: hini Beg ar C'hra, war-dro da bBlouared, hini kreiz Treger, war-dro da gKawan, ha meurgêr Lannuon Treger, da lâret eo eizh kumun ha tregont etre tout. N'emañ ket ali an holl, anat deoc'h.
Daou du zo bremañ, ar re a gav gante eo ret bezañ asambles evit bezañ kreñvoc'h, da-heul prezidanted an teir c'humuniezh kumunioù, / hag ar re / na fell ket dê / en em vodañ gant re all, peogwir 'vefe kollet galloud er c'humunioù.
Maurice Offret eo prezidant kumuniezh kumunioù kreiz Treger, hag 'mañ e-touez ar re gentañ. Displegañ 'ra deomp 'neus bet cheñchet ali war an dra-se. Deus mikro Tugdual Karluer.
@@@Ur moneiz nevez 'ba Brest!@@@
Abaoe daou vloaz emañ an dud 'zo o labourat war dachenn an ekonomiezh sokial o prientiñ erru ar moneiz « Heol ». Dreistholl ar gevredigezh Adess eus Brest. Roet 'oa lañs d'ar raktres, da gentañ, gant Yannig Bigouin 'zo kenurzhier ar gevredigezh CRES 'zo 'ba Brest ivez. Muioc'h a displegadennoù gantan deus mikro Erwan Blanchard.
Selaouit