Derc'hel a ra ar brezel d'ober e reuz e Bro Balestinia.
Dibaoe ur pemzekteiz eo fonnus an argadoù etre Israel ha Palestine hag ouzhpenn 80 000 a dud o deus kuitaet ar vro.
E Kemper eo 'n em vodet stourmerien ar peoc'h dec'h c'hoazh evit rein da glevout d'ar gouarnamant C'hall dreist-holl, eo dav paouez gant an tagannoù-se hag a lazh pell re a siviled.
Muioc'h a zisplegadennoù gant Yves Jardin, e-penn bodadeg Kemper. Eman ouzh mikro Katell Uguen.