70 vlez 'zo oa bet dieubet parrez Bizhwi an Dour.
Dec'h e oa bet lidet kement-mañ ha roet inour da bevarzek den bet lazhet eno d'an 20 a viz Gourhelen 1944. Rezistanted ha soudarded parachuterion anezhe. Arrestet e oant bet dek deiz e-raok, kaset d'ar prizon da Bondi, ha kaset da benhêr Rimaison da Vizhwi an Dour get an Nazied evit bout fuzuilhet. Eno oant bet dijolet goude get peizanted oa é chom pas ket pell. Théo Lamouric, oa en o mesk d'an deiz-se. Hiroc'h e konta deomp doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.