keleier 8:45
@@@700 a dud enep ar greizenn c'haz.@@@
Disul 'ba Lanvian 'oa bodet war dro 700 den 'vit manifestiñ eus ar greizenn d'ober tredan gant gaz. Lanvian 'zo ur geriadenn 'zo war dachenn Gwipavaz ha Sant-Divi. Hag anv 'zo 'vefe staliet enni ma 'vefe savet an uzin mañ 'zo raksonjet gant ar Rannvro ha Stad Bro-C'hall. Klevet 'vez ivez 'vefe savet 'bar Merzer pe c'hoazh 'ba Brenniliz.
Kerzhadegoù dre vaezioù hanternoz Bro-Leon hag ur pik-nik 'oa kinniget d'an dud gant ar strollad Gaspare hag ar c'hevredigezhioù a-enep ar greizenn 'zo savet 'ba parrezioù tro dro da Lanvian. Muioc'h a dud 'oa gortozet. Selaouomp Peggy Bihan ag ar strollad Gaspare hag àr-lerc'h doh Padrig Ringeard 'zo o chom tal kichen Lanvian.
Ur reportaj get Erwan Blanchard
@@@E Speied zo divizet get ar C'hredit agricole lemel ar mekanik da dennañ arc'hant.@@@
Hervez ar bank e vefe re goustus dezhañ mirout anezhañ. Met savet zo tud er gêriadenn 'benn derc'hel ur servij talvoudus 'walc'h evite. Addihunet eo bet ar c'homite savet da difenn an ti-post, ennañ dileuridi ar goñversanted, an dilennidi hag ar c'hevredigezhioù. Emañ Erwan Puillandre perzh ennañ en anv ar c'hevredigezhioù, displegañ a ra an doare deomp deus mikro Tugdual Karluer
@@@Un arvest leun a voyajoù.@@@
Kemeret neus Denez prigent e awen barzh sonerezhoù ar bed a-bezh evit sevel e abadenn nevez. « Beajet meus », setu titl an arvest a geunnigo 'benn miz eost en arbenn a Gouel etrekelteg an Oriant. Lakaet e vo mouezh an arzour àr-wel get benvegoù akoustik an taol-mañ. Ambrouget mad e vo ar sonour a veg àr ar leurenn. Denez Prigent doh mikro Yaëlle ar Mouel
E meur a lec'h e c'hoario Denez Prigent e arvest e-korv festivalioù an hañv. Ur bladenn a zay er-maez iwez edan berr.