Ar c'hezeg 'labour "Les lieux mouvants"
Etre kreiz miz Even ha kreiz Miz Gouere 'mañ "lieux mouvants" e kreiz Breizh. C'hwec'h week-end emgavioù da welet liorzhioù ha lec'hioù dibar adkempennet dre an arz a-vremañ. Disadorn, en tu all d'al liorzhioù ha d'an arz, 'oa kistion deus ar c'hezeg ha deus al labour gante en tachennoù. Selaouomp Viktor An Tertr, Serj Louarn ha Gi Jonkour, o kontañ an doare deomp ha petra 'oa pal an devezh. Klevet 'refet kaoz deus Naous ivez, marc'h antier mil anavezet e bro Gallag, hag emañ e delwenn e kreiz Kêr. Gant TK.