Stankelloù war an Oded ?
Bep 50 vloaz 'vez dour-beuz bras spontus 'ba Kemper. Ar wech diwezhañ oa e 1955. Hag etre ar prantadoù amzer-se, 'vez distrujoù ingal bep 10 pe 20 vloaz gant an Oded o tinoaziañ c'hoazh, met un tammig nebeutoc'h. Ar wech diwezhañ aze oa e miz Kerzu 2000.
Bep gwezh, goude an distrujoù, e soñj an deknisianed hag an dilennidi eo poent bras sevel ur stankell, uheloc'h war an Oded. Ar Sivalodet - ar sindikat etre-kumunioù a ra war dro an Oded - ha Kêr Gemper 'zo o lañsañ, er mare-mañ, ur studiadenn evit, non pas sevel ur stañkell met ur seurt goustavegezh evit delc'hel an dour pa 'vo ezhomm.
Pezh 'zo, n'eo ket a-du tud ar vro ! En o zouez, Alain Gueguen, ur peisan eus Landudal, ezel ar gevredigezh-difenn.
Emañ deus mikro Lou Millour.