keleier
@@@En arvar emañ an hentenn vrezhoneg e skol prevez ar Faoued.@@@
Get an deskadurezh katolik eo bet devizet lemel un hanter post en hentenn ziwyezheg 'benn an distro-skol-mañ-za. Ne chomehe ket meit ur skolaerez evit gober skol da vugale an holl liveoù. A-c'houde daou viz deus n'um lakaet tud kar ar skolidi àr un dro, ha savet ur c'holektif gete evit diwhenn ar c'helenn diwyezhek. 1500 a dud deus sinet ar petision o deus savet evit sekour gete. Eflamm Caouissin a zo tad tri a vugale skoliataet e skol ar galon sakr er Faoued. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouël.
http://www.aufaouet.net/
@@@"Termen ar poupon 'zo ivez termen an tad".@@@
Setu tem ur brezegenn 'vo keunniget d'ar familhoù, ha d'an holl dud a zo dedennet, 'ba Kemper 'benn àrc'hoazh da noz. Un darvoud savet get Ti-Kêr Kemper da geñver "novezhioù ar bugaleaj bihan". Jean Le Camus, psikologour ha kelenner e skol-veur Toulouse a vo pedet. Skrivet 'neus meur a levr diàr-benn ar fesonioù da vout tad. Kar o flas deus cheñchet tamm ha tamm a-c'houde ar bleadoù dek ha tri-ugent. Met hag eh eus ur gwir plas evite, hiziv an deiz ? Ur respont get Visant Rouxel, 'neus arsavet get e labour evit ober àr-dro e grouedur. Un atersadenn get Anne Gouerou.