Marylise Lebranchu 'ba Breizh 'vit kinnig reform an ensavadurioù lec'hel
Hudu e oa deuet Marylise Lebranchu d'an Oriant da ginnig raktres ar gouarnamant evit akdempenn ar rannvroioù. Un droiad Frans e ra evit en ober. Embannet 'neus eo arabat meskañ Kuzul Rannvro ha Kuzul ur Vro. 'Benn dilun e vo ar vinistrez e Kastelin. E Breizh e chom ar muianiver eus an dud enep ar gartenn embannet get François Hollande hag e c'halv ur bochad tud ha kevredigezhoù d'en em vodañ 'benn ar sadorn 28 a viz Mezhewen e Naoned. Kement-mañ evit goulenn ma vo adunanet Breizh, da lâret eo adstaget departamant ar Liger-Atlantél ouzh Breizh Melestradurel. Ha ma vo roet an tu da Vreizh da vout meret gres d'ur vodadeg hepken. ar c'hevredad Emglev Bro an Oriant a c'halv da vanifestiñ ivez. Selaouomp Yvonig ar Merdy goulennataet gant Yaelle ar Mouel.