en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Ar prizioù" evit "dazont ar brezhoneg"

"Ar prizioù" evit "dazont ar brezhoneg"

Piv 'vo anvet "Brezhoneger ar bloaz" e penn kentañ 2012 ? Ar soner André Le Meut, ar ganerez Lleuwen Stefan pe ar webmaster yaouank Gwenael Oillo ? An tri-se 'zo bet dibabet e touez ur roll hiroc'h a personelezhioù, gant ur juri bodet 'ba Roazhon disadorn tremenet. Tud ha savadurioù all 'vo priziet e memes amzer evit un oberenn resis. War un ton bras 'vo roet ar Prizioù-se d'an 27 a viz Genver 2012 er "Champs Libres" pe "Maezioù Frank" 'ba Roazhon ha skignet war F3 Breizh daou zevezh goude, d'ar sul 29 a viz Genver da 10e50 en abadenn "Bali Breizh". Un darvoud-se 'n eus bremañ daou ditl, a zispleg deomp Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhoneg war ar chadenn bublik. Dibab ar juri er rannoù all : - Yann Bijer, Mich Beyer ha Bernez Tanguy 'zo e touez an 3 diwezhañ er rann al lennegezh. - Yann Raoul, Gweltaz Adeux ha Lleuwen Stefan e rann ar sonerezh - Evit ar filmoù e chom war ar reñk "Din me da c'hoari" savet gant Maï Lincoln hag Erwan Kermarrec, "Ar Sica" gant Jean-Paul Lyvinec hag "Allah's Kanañ" deus Mikael Baudu. - E rann ar c'hevredigezhioù e chom "Babigoù Breizh", Mirdi-bro ar bizhinerien deus Plougerne, ha "Symphonie de Breizh". - Evit ar frammoù publik 'zo bet dibabet ar gumuniezh kumunioù deus Kemperle, ha daou di-kêr : hini Karaez hag hini Bruz, e kichen Roazhon. - Er bed ekonomikel 'vo da zibab unan e touez "Les Amis du Bois" n'eus krouet ur Scrabble e brezhoneg, "Askorn Medical" pe Edubreizh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio