Daou zevezh hag un noziad
DEUX JOURS UNE NUIT
Ur film sevenet gant : Luc ha Jean-Pierre Dardenne (2014).
Gant : Marion Cotillard, Fabrizio Rongione, Olivier Gourmet.
Lod o doa soñjet e vehe bet daet un dra bennag a gCannes evid ar film-mañ, ha n'eo ket daet netra. Nawazh eh eus bet diskouezet dimp ur stourm a-vremañ, heni ur plac'h yaouank he deus kollet he labour hag a glask henn gouarn kousto pe gousto, rag dober he deus a vlankoù ar labour-se evid bevañ, evid magañ ha desav he bugale. Estroc'h eviti zo e-mod-se, evel-just. Peb unan ahanimp en deus dober a segal evid tennañ e vuhez gantañ.
En un embregenn vihan ag ar Beljik e labour Sandra, un embregenn 16 den enni, hag a fabrik panelloù-heol, da lâred eo traoù a-vremañ, traoù evid an dazont zokén, pa vez hanw a ramplas an tredan produet gant an atom (dañjeruz braz, henn gouied a raomp goude Tchernobil ha Fukushima). Ya, mez daet Chiniz d'ober o reuz war ar marc'had-se, ha diaez eo d'an embregenn vihan kavoud sav d'he froduioù evel e-raog. Oblijet d'he fatrom ober un dra bennag, hag en em zijabliñ marse ag unan ag e labourerion. Ha roet en deus ar choaz-mañ dezhe : pe touchañ ar prim-bloaz pe abandonañ ar prim-se evid ma vo dalc'het toud an dud evel a-gent. Ha Sandra an heni eo a zo er marc'had. Da lâred eo, toud an dud a doucho ar prim, ur mil euro bennag, pe ne rint ket ha gouarnet e vo Sandra en o mesk. Daw e oa mouezhiañ. Mouezhiañ dre vilhedoù kuzh ouzhpenn-se. Ha setu an diskloum : mouezhiet o doa an dud evid touchañ o frim kentoc'h eged soviñ un implij, hag en desped d'ar problemoù he dehe kentoc'h an heni skarzhet, ar paour-kaezh Sandra.
Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell an den bevañ ur stadiad evel-se. An oll santimantoù a dreuz e spered. Da gentañ-rac'h e vez digalonekaet, sammet gant an doere fall. Goude e soñj sevel en-dro, en em dennañ ag an toull lec'h m'ema kouezhet, mez n'eus ket diskloum ebed, rag n'eus ket labour er vro, henn gouied a raomp. Eüruzamant ne véw ket an dud o-hunan, evel Robinson war e enezenn. Mignoned zo, tud tost, tud kar hag a glask roiñ deltu deoc'h, roiñ bugon deoc'h en-dro. A ya, gwir eo, red eo stourm, red eo sevel evid boud un den, paotr pe plac'h, ne vern. Kennig a ra hon mignoned un hent bennag dimp evid krogiñ er stourm-se. Hopala, aez da lâred, tudoù, mez me ne welan ket an traoù eveldoc'h, me biken ne grediñ ket moned da weled hennañ pe hennezh evid ma sikouro ganin, evid ma vo roet ma labour din en-dro...
Amañ e kennig he gwaz da Sandra moned da weled hec'h oll gamaraded-labour evid goulenn gante mouezhiañ en-dro, rag sañset ne oa ket ken sklaer-se ar mouezhiañ kentañ. Ha red dezhi esplegañ an traoù da beb unan, kontiñ ataw ar memez istoer, gant ar memez gerioù, en em lakaad uvel heb boud mizeruz memestra. Evel-se e tremen ar film, evel un hent-kroaz, a savlec'h da savlec'h. Un tu da Sandra ha dimp war-un-dro d'ober anaoudegezh gant ar re arall, ar re o doa kavet gwell rastellad o mil euro kentoc'h eged soursial douzh o c'hamaradez-labour. Dizoloiñ a raomp an denelezh evel m'ema en-dro dimp, gant he ferzhioù mad hag he ferzhioù fall. Moned a raomp e donded buhez peb unan. Nann, ne vez ket simpl an traoù ataw. Peb unan en deus rezon diouzh e du... ha nawazh, liez, e vez meur a feson da weled an traoù. Pa ziskouez lod ag he c'hamaraded kozh santimantoù deneg da Sandra e ta esper dezhi en he c'halon en-dro, mez diseblanted ar re arall a lamm ganti he c'hoant da voned pelloc'h ha kentoc'h e ta c'hoant dezhi da zilezel ar stourm en-dro, d'abandoniñ hec'h argerzh, da leuskel peb tra da gouezhel ha da oueled war he gwele, evel ur verc'h vihan, dinerzhet groñs.
Ober a ra Marion Cotillard un taol kàer amañ c'hoazh (soñjit e film Olivier Dahan, La Môme diwar-benn buhez Edith Piaf, e 2008). Un teulfilm e c'hellehe boud, mez ur film pedagogel d'an nebeutañ a zo bet savet gant ar vreuder Dardenne amañ. Ur film eo hag a ziskouez hent ar stourm, hent peb stourm, pa gav an den sikour war e hent mez skoilhoù ive, tre evel er sorbiennoù kozh : tud vad zo, largantezuz, ha tud hag a soñj kentoc'h en o buhezigoù. Mez petra eo bevañ ? Diskoueziñ a ra ar film ar prantadoù aez a c'heller kavoud er stourm-se ha dreist-oll ar re arall, ar momantoù diaez. Ha n'eus ket 'med pa c'hello an den boud trec'h, boud kaloneg a-walc'h evid sevel en-dro ma hello moned beteg ar penn. Hag er penn, kalz ne vern ma vo daet an trec'h ganeoc'h pe pas, n'ho po ket kollet hoc'h amzer. Brasoc'h e voc'h daet da voud, rag n'ho po ket pleget evel ur penn-chatal : savet ho po ho penn, ar pezh a gont, a-benn ar fin, na gredit ket ?
Jean-Claude Le Ruyet.20140613d.78C.