Keleier 5:30
@@@Ankeniet eo renerion ar SICA 'ba Kastell-Pol.@@@
Pempzektez 'zo 'oa waet a-du ar barner get izili ar gevredigezh Kervorus-Vilargren 'zo a-enep d'ar raktres peogwir n'eo ket graet hervez reolennoù ar PLU ha lezenn diwar-benn an aodoù. Evit Pierre Bihan-Poudec e 'lak an diviz mañ dazont ar SICA ha produerien legumaj Bro-Leon en dañjer.
an atersadenn get Erwan Blanchard
@@@Arru eo miz an Azwent ha mall eo plantañ gwez.@@@
Cyril Macler zo é terc'hel ur vagerezh gwez frouezh, frouezh hec'h anv just-walc'h, e Plougonveur. Kemer 'ra perzh er gevredigezh «les mordus de la pomme» iwez, hag a glask dastum ha miriñ gouennoù avaloù kozh ag ar vro. Reiñ 'ra un nebeud alioù deomp. Get Tugdual Karluer.
@@@25vet Telethon : un dibenn-sihun leun a oberiantizoù.@@@
E-pad 30 euriad 'vo gwelet Goulven Elegoet é kerzh get hentoù Landeda: 'benn àrc'hoazh ha 'benn disul. Bale 'raio paotr Porsall da-geñver an Telethon ha klask 'raio donet a-benn d'un taol koustele nevez evitoñ. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
amañ
@@@Lazoù kanañ ar vro a-gevred àr ar leurenn evit Breizh a gan.@@@
Evit an 30vet gwezh e vo savet an dolpadenn vraz-mañ get Kanomp Breizh. Er c'hevredad-mañ emañ tolpet pemp pare-sonerion a-veg àrn-ugent. Pevarzek anezhe a gemero perzh en devezh konsertoù hag a vo 'benn disul e Gwened. E meur a lec'h e vo moaien da selaou doh sonennoù e brezhoneg neuze. Armelle Le Guilloù a zo é labourat ba Kanomp Breizh.
an atersenn