Lazoù-kanañ ar vro a-gevred àr ar leurenn evit Breizh a gan.
Evit an 30vet gwezh e vo savet an dolpadenn vraz-mañ get Kanomp Breizh. Er c'hevredad emañ tolpet pemp pare-sonerion a-veg àrn-ugent. Pevarzek anezhe a gemero perzh en devezh konsertoù hag a vo 'benn disul e Gwened. E meur a lec'h e vo moaien da selaou doh sonennoù e brezhoneg neuze. Armelle Le Guillou a zo é labourat ba Kanomp Breizh. Displeg a ra deomp hiroc'h diàr-benn Breizh a gan doh mikro Andrea ar Gal.