Prosez Nutrea-Triskalia e Sant Brieg.
Dec'h 'oa prosez e lez-varn koñvers Sant Brieg 'enep da Nutrea-Triskalia. Gant daou implijad ar stal e Plouizi, 'kichen Gwengamp, 'oa bet savet klemm. En em gavet 'oant klañv ha dreist-kizidik da broduioù kimiek goude bezañ bet o kas-degas pestisid. E berr komzoù 'oant bet ampoezonet. Da c'hoût zo bremañ hag-eñ eo kirriek Nutrea-triskalia pe n'eo ket. War ar marc'had 'oa bet skarzhet an daou implijad-mañ, Laurent Le Guilloux ha Stéphane Rouxel, abalamour dê da vezañ da labourat, gant o yec'hed. 'Raok an aodiañs 'oa bodet ar c'huzul-skoazell dirak al lez-varn, war-dro d'an daou implijad, ha da Serge Le Queau, deus ar sindikad Sud solidaire, Paul François, prezidant ar sindikad "Phyto-victimes", ha René Louail, kuzulier rannvro Europa Ekologiezh. Célestin Ar Rouz zo bet o kemer perzh er vanifestadeg, displegañ 'ra deomp peseurt implij zo d'ar produioù tamallet amañ. deus mikro Tugdual Karluer.