en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier 5:30

keleier 5:30

@@@Ur valumenn vras - 16 metrad ha 16 tonenn anezhi - doa marvoret dimeurzh.@@@ Àr un draezhenn, e-tal Beg an Dorchenn er vro Vigoudenn emañ degouezhet ar loen. Dec'h da vintin oa ur bochad tud tro-dro ar loen bronneg : an archerion ; tud ag ar prefeti ; skiantourion a greizenn Océanopolis, micherourion get ur bal dre dan pe pelleteuse... ha tud ag ar vro, sur-walc'h, familhoù get bugale. Ar reportaj graet get Anne Gouerou @@@Stenn-mat eo arru an traoù doh ma sell live an dour mat da eviñ e Breizh.@@@ E Aodoù An Arvor, 'vez pemp stang da viriñ dour da gas da di pep hani. Unan anezhe eo stang Kerne Uhel, etre Tremargad ha Laruen. Jean-Yves Philippe eo prezidant sindikad dour Kerne Uhel, graet neus ar poent doh mikro Tudual Karluer. @@@Un emglev evit Breizh eo Breizh Impacte.@@@ Edan-berr e vo lañset evit mad ar strollad-mañ lec'h ma hello an dud n'um vodiñ tro dro soñjoù evit Breizh. Displeget e vint dre un destenn ziazez. Tud Breizh Impacte a faot dezhe implij an teknologiezhoù nevez evit monet en-dro. E-kreiz an traoù neuze e vo ar lec'hienn internet. André Lavanant a zo e-mesk an dud deus savet Breizh Impacte. An atersenn

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio