Nebraska
NEBRASKA
Ur film sevenet gant : Alexander Payne (2014).
Gant : Bruce Dern, Will Forte, June Squibb, Bob Odenkirk.
Koutant on é weled, da beb an amzer d'an nebeutañ, e sant tud arall tre eveldin. Notet e oa bet ar film-mañ dindan ar merk "coup de coeur" gant tud yaouank sinema An Alrae, hag akord on gante kant dre gant. Setu, gant Nebraska, gwir sinema. Sinema a-rez an douar, a-rez santimantoù hag istoerioù an dud ordinel, ambarket en un dro divoutin-kàer, a-gaoz d'ur gredenn, a-gaoz d'un ide da gomañs, a-gaoz d'ur c'hompren hag a c'hell boud treuz pe faos. Mez, daoust d'ar faosoni-se, a-drugarez dezhi marse, e krog an avañtur. Da lâred eo e krog buhez en-dro er vuhez. Honnañ, hag a oa dizremmwel, hag a oa dizesper marse, a za da gavoud liw a-nevez. Aer fresk un avelig bennag a skub ar pezh a oa du ha trist. Goust an halen a za d'an teod en-dro. E berrgomzoù, e talv ar boan bevañ, peogwir e vleuñv hag e frouezh ar joa, setu toud.
War bord an traoù en em gavomp c'hoazh gant ar film-mañ, war an harzoù etre ar skiant-vad hag ar soñjoù brevet un tamm ; etre bed an dud normal, lakaomp, ha heni ar re a glew mouezhioù Alois Alzheimer é kornal dousig du-se.
Hon den amañ, Woody Grant, daoust dezhañ boud kozh-mat, nen deus ket kollet toud e skiant-vad nawazh, daoust d'ar pezh a soñj e familh, maouez ha mabed. Nann, e gwirionez eh eus un dra a gont kalz evitañ : moned da douchañ ar pezh en deus gounezet. Ha n'eo ket ur somm dister : deg million a zollaroù. Un taol-chañs dic'hortoz kàer d'ar paour-kaezh. Ur gwall daol evid an dud en-dro dezhañ, hag o deus gwelet ne oa aze nemed un taol bruderezh toull. Ha pa vehe c'hoazh er burew-butum tost e vehe posubl touchañ an argant-se, mez pas : en Amerik ema, ha daw e vo dezhañ kerzhed 3000 km evid moned beteg Lincoln, kêrbenn an Nebraska lec'h m'ema mammenn e binvidigezh da zoned, ur sapre tennad-hent ur sort ! Ha dre gerzhed c'hoazh, ya, rag ne gondui ket mui, ar boulom. Kalz ne vern, ha goulenn a ran ganeoc'h, ma zud kaezh : piw ne vehe ket prest d'ober e seizh gwellañ ha lakaad e striv hag e boan evid boud milioner ?
Mez kàer dezhañ achap, ataw e vez tapet en-dro ha degaset d'ar gêr manu militari gant e baotred. A-benn ar fin e ta truez d'e vab yaouankañ evitañ, hag ober a ra hennañ e soñj moned da gas e dad beteg eno, kuit a zilezel e labour e-pad ur gaouad.
War an hent eh arrestont er gêr lec'h ma en doa tremenet hon den kozh e vugaleaj. Tud kar dezhañ zo c'hoazh eno é chom : e vreur kozh hag e familh. Beteg ober e chom an daou zen, tad ha mab, er gêr-se ur prantad. Ha tamm ha tamm e kompren ar mab piw e oa e dad, ha perag ema mouldok un tamm, ur sort ourz, mud ogozig ataw, kollet en e soñjoù.
Ur film e gwenn ha du eo, a ro dimp da weled maezadoù ar Middle-West amerikan, lec'h ma vez kavet ar labour-douar produusañ ag ar bed. Ur vro plad-plad eo, ha didud koulz lâred, pa roul an oto war hentoù é treuziñ plaenennoù braz ar vro. Doned a ra an hanw Nebraska, just a-walc'h, a heni ur stêr a red eno, graet "ar stêr blad" anezhi gant an Indianed a oa é chom eno, kent donedigezh ar poblañsoù european : an Otoeed, an Omahaed hag ar bPonkaed a gomze yezhoù tost da heni ar Sioued. Mez ne vo ket hanw amañ ag ar meuriadoù-se bet debret, lonket gant an istor. En o lec'h e welomp un nebeud portredoù ag an Amerik-se a-vremañ, téw-mat an dud enni, berr o speredoù meur a wezh, a c'hell boud soursiuz a draoù na dalvont ket ur bramm konifl.
Erfin, moned a ra an tad beteg penn pellañ e hune, nad eo ket ar pezh a soñje, mez nen do ket kollet e amzer tamm ebed, rag pinvidigezhioù arall en do tapet. Ha nen do ket e vab yaouankañ, n'he do ket e familh a-bezh kollet netra naket, nemed gounid ur sell nevez war ar vuhez, ar gwir deñzor, a-benn ar fin...
Jean-Claude Le Ruyet.20140530c.C76.