Manifestet o deus ar gargidi.
Etre 800 ha 1500 kargad 'neunt manifestet war straedoù Brest ar beure mañ. Respont 'noant da c'halv seizh sindikad harzhañ gant o labour: CFDT; CFTC; CGT; FSU, Solidaires hag Unsa hag FO. Manifestet 'neunt evit goulenn 'vefe kresket an indice da jediñ o c'hopr. Skornet eo betek 2017 d'an nebeutañ. Ouzhepnn 'neus embannet Marylise Lebranchu, ministr ar gargidi, yafe goproù an dud a labour gant Stad gant kresk an ekonomiezh. Oa ket stank an dud war straedoù 'ba Brest, dipitet un tamm Jean-Yves Breton a labour 'ban arsanailh setu pezh 'neus displeget da Erwan Blanchard, ha war e lerc'h 'vo klevet Marie Seznec 'zo mestrez skol 'ba Gouenou.