Diwhenn an adunvaniezh.
Goude ma 'vefe bet votet ul lezenn 'benn kreñvaat perzh ar meurgêrioù en eus ar c'hentañ ministr graet kinnigoù evit adaozañ ar rannvroioù hag an departamantoù. A-benn un nebeud devezhioù e tlefe Jacques Auxiette, prezidant kuzul rannvro al Liger Atlantel embann ez foran ur galv evit difenn unaniezh broioù al Liger. Un emvod dreist-ordinal a vo aozet gantañ 'benn warc'hoazh er c'huzul rannvro evit difenn kement-mañ. Ar c'hollektif 44=BZH hag a stourm evit ma 'vefe adstaget al Liger Atlantel ouzh Breizh a c'halv d'ur "barbecue evit an adunaniezh" warc'hoazh etre 12e ha 2e e Naoned. Muioc'h a ditouroù gant Brendan Guillouzig-Gouret, ezel eus 44=BZH. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.