Doujiñ doc'h an douar get Al'Terre Breizh.
Al'Terre Breizh a ginnig d'an neb a gar mont da zizoloiñ e obererezhioù warc'hoazh da 5e d'abardaez e Kemper. Un digarez da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar gevredigezh-mañ hag a sikour da vevañ en ur mod padusoc'h. Un toullad stajoù hag atalieroù a vez kinniget ganto bep bloaz, 'benn nebeud e vo desket penaos sevel un tour-avel pe c'hoazh fardañ bara.Marc Masson, ezel eus Al'Terre Breizh 'n eus displeget pelloc'h da Gatell Uguen.
Emgav dimerc'her da 5e d'abardaez e stal Al'Terre Breizh, 7 straed Aristide Briand e Kemper.