Ne vo ket dispartiet an SDE, Sindikad an dour er Morbihan.
'Benn miz geñver e cheñjay kargoù ar sindikad a rae àr-dro kas an dour betag bremañ. Edan berr e vo karget ag ar produadur hag an ingaliñ iwez. Ur chenjamant daet a-gaoz d'ar lezenn a-ziàr an dour bouezhet e 2006 hag a zo ret lakaat en implij. Ne blija ket ar chenjamant-mañ da razh ar sindikadoù lec'hel er c'humunioù ha lod anezhe doa c'hoant monet kuit ag ar sindikad. Re Langonnet, Kistreberzh, Senteve-Meukon, Elwen, ha Pondi evit bout resis. Dec'h oa bodet izili ar sindikad ha nac'het o deus o leuskel da vonet kuit ag an SDE. Aimé Kerguéris neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.