Keleier 5 eur 30
@@@Gant Emmaüs, rein un eil buhez d'an traoù@@@
Achu eo gant "ar sizhun european diwar benn digresk al lostajoù". En nevez-amzer tremenet, oa bet sinet un emglev etre Emmaüs ha "Kemper Kumuniezh". Dibaoe 'vez gwelet Karr-samm Emmaüs div wech ar miz en antre al lastezerezh 'ba Kemper. Disadorn, en un doare dreist-ordinal, oa ar c'hamion war al lec'h. Ha gantan Gabriel Bouroullec, un den a volontez vat evit Emmaüs.
Selaouit ar pennad-kaoz
@@@Ar gwesped bras@@@
N'eo ket bet gwall vad ar bloaziad mel evit ar gwenanerien. Stourm a ra ar wenanerien a-vicher ar c'holza Cruiser lec'h m'emañ ar louzoù-kreñv lakaet en had. En taol ivez emañ ar gwesped-braz degouezhet er vro, neus ket pell 'zo.
Un pennad-kaoz gant Yaelle ar Mouel
@@@Festival "Longueur d'onde" e Brest@@@
'Benn diriaou 'krogo navvet festival ar radio 'ba Brest: « Longueur d'ondes » e anv. 'Pad pevar devezh 'vo moiaen klevet ha gwelet tud hag a ra radio, dre displegañ temoù, setu 'pezh 'neus kinniget Arzella Caillarec, a labour 'vit ar Festival.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard