en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Paouezet eo labourioù ar SICA.@@@ A-du get izili ar gevredigezh Kervorus-Vilar-Gren 'ba Kastell-Pol emañ barner ar refere. Dec'h 'noa divizet, ar barner 'ba Roazhon, da lakaat ar labourioù da sevel ar pezh mell magazinoù, hangarioù get ar SICA da baouez. Labourioù 'zo kroget a-c'houde ur miz hanter àr un dachenn pevarzek hektar. Selaouomp doh Bob Simon 'zo bez-prezidant kevredigezh Kervorus-Vilar-Gren, doh mikro Erwan Blanchard. An atersadenn amañ @@@Ar SDAEC : ar servij erlec'hiañ e micherioù al labour-douar.@@@ Ur servij re-holl dalvoudus evit ma c'hello ar venajerien kemer devezhioù vak a-wezhioù pe c'hoazh chom hep labourat pa vênt klañv, tra ken. Jean-Yves Milbeau eo prezidant ar SDAEC, lâret 'ra deomp petra eo ar servij-mañ dre just deus mikro Tudual Karluer. An atersenn @@@Jo Lareur vo àr leurenn final « Les tréteaux chantants » 'benn àrc'hoazh.@@@ 20 vlez 'zo 'oa kroet ar genstrivadeg kanañ 'ba Brest get ar Patro a garter ar Pilier Ruz ha daet eo da vout un darvoud a-bouez bras evit ar vrestiz koshoc'h evit 50 vlez ha tud ag ar parrezioù tro àr dro a vourra kaniñ, met kanennoù « chansons françaises » kentoc'h. 'benn àrc'hoazh, neuze, 'vo leun sal ar Penfeld en arbenn a dro diwezhañ « Les Tréteaux chantants », adal div eur. Klevet 'vo, neuze, Jo Lareur 'neus gounidet ar c'honkour da vout dibabet 'ba Plouzane. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. Ar pennad kaoz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio