Ur c'hinnig lezenn evit adunaniñ Breizh.
Kaset en deus Paul Molac, kannad UDB, ur c'hinnig er vodadeg vroadel evit ma vo aesoc'h d'un departamant chenj rannvro. a-c'houde 40 vlez e stourm an dud evit ma vo adstaget ar Liger atlantél doc'h Breizh a-fed meriñ. Hiziv an deiz eo luziet-tre an traoù evit gober seurt chenjamantoù. Paul Molac a zispleg deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.