Kendalc'h a ra Paskal Lamour get e raktres tro dro d'ar Mandragore.
Blez 'zo noa embannet ar sonour, bet apotiker, ur levr kaer lec'h ma tisplege lod ag e anaouedegezhoù fed ag ar plantaj. Kement-mañ dre istoer Arthmaëlla, ur plac'h yaouank a glaska bout drouizez. Skeudennet brav oa ar levr get an tresour Brucero. Da heul ar levr neuze e ta ar bladenn « Le chant de la Mandragore » er-maez. Dre ar sonerezh e tijolamp bremañ ar bed marvailhus-mañ. Pedet neus Paskal Lamour ur bochad sonerion de gemer pezh er sonennoù èl Gilles Servat, Myrdhin, Ffran May pe Mourad Aït Abdelmalek. Selaouamp dohtoñ doh mikro Yaëlle ar Mouel.