Ur familh deus Albania en arvar da vezañ kaset di en-dro
E Lannuon 'mañ ar familh Fregjaj, a orin deus Albania, en arvar da vezañ kaset di en-dro forzh pegoulz, diwar diviz ar prefed, ur redi embannet gantañ da guitaat tachenn Frañs. En tu all da daou vloaz zo 'mañ o chom e Lannuon, ha graet pep tra evit mont 'barzh ar gevredigezh. Ganet zo daou boupig e Lannuon.
En dañjer bras 'mañ ar familh en he bro orin, dañjer e vefe lazhet unan enni. Savet zo tud da harpañ ane'i e bro-Lannuon, da-heul ar c'huzul skoazell d'ar re zibaper. Ur goulenn tra ken: ma vo asantet ar statud a repuidi dezho. Pierig An Danteg, perzh er c'huzul skoazell d'ar re zibaper, a lâr deomp pelloc'h war ar mod m'emañ an traoù en Albania. Ur pennad gant Tudual Karluer.