Riolenn an Hilvern : tenniñ koad get kezeg.
Karget eo ar Rannvro a ober àr-dro ar ganol a Naned da Vrest a-c'houde 2008.
Hag àr un dro a riolenn an Hilwern lec'hiet e parrezioù Sant-Goneri ha Kerforn. Gwez oa da denniñ àr vord ar riolenn-mañ hag he deus ar rannvro fiziet ar chantier ba tud a laboura get kezeg. Tri c'hant metrad kub koad oa da denniñ àr daou gilometrad a hirded. Ar c'hefioù tennet a yay d'ober plankennoù, ha koad ar barrioù a vo implijet d'ober tommerezh. Serj Louarn a zo e penn an embregerezh « Les attelages du Kreiz Breizh ». Daet eo get e gezeg Kiki ha Gwerz da denniñ koad. Pelloc'h e lar deomp a-zivout ar chantier-mañ.