Dilennadegoù-kêr : Ar PS trec'h en dro-gentañ e Sant Varzhin war ar maez
'Ba Sant-Martin war ar maez, ur gumunn gant 4700 annezad 'kichen Montroulez, eo dilennet François Hamon (PS) gant 56,34% eus ar mouezhioù. Penn al listenn "Sant-Martin 2020" soutenet gant ar maer René Fily 'neus lakaet 22 kuzulier 'ban ti-kêr. Un disoc'h brav. War blas 'oa Erwan Blanchard.