Ar marc'had: ul lec'h hengounel evit kaballiñ
Warc'hoazh echuo ar c'hampagn da hanter noz. Met adalek fenoz, 'nefont ket droad an danvez dilennidi kas kemenadennoù d'an dud ha goul ganto votiñ 'vito, pegañ skritelloù 'vo difennet ivez. Dec'h 'oa kalzig a dud war ar renk o kaballiñ war marc'had 'ba Plougastell-Daoulaz. Ul lec'h aes evit mont e darempred gant annezidi ar gumunn, setu 'pezh 'noa graet Dominique Cap, maer ar gumunn.